Topologiezh rouedad

An doare e vez desezet an elfennoù war ar rouedad eo an dopologiezh (skoroù treuzkas, urzhiataerioù ha parzhioù all). An doare eo etrekennasket ar parzhioù gantañ e c'heller didermenañ gant an dopologiezh ivez. Eret e vez an dopologiezh gant savlec'h pep klom war ar rouedad.

Diforc'het e vez peurvuiañ an dopologiezh alvezel diouzh an dopologiezh vezoniel.

Erouezadur (derc'hennadur) klomoù ar rouedad hag ereoù alvezel a rev etreze eo an dopologiezh alvezel.

Ar mod treankañ ar stlennoù war ar skor treuzkas ec'h erouez an dopologiezh vezoniel.

Da skouer, evit ur rouedad Ethernet e c'heller lavaret eo an dopologiezh alvezel "e steredenn" (pep klom a vez kennasket ouzh un tolper a zo "e-kreiz" ar rouedad). Hogen an dopologiezh vezoniel a zo "e bus" (darvanet e vez gant parzhioù elektronek an tolper ur bus - ul linenn unel - ar c'hlomoù kennasket outañ).

Ar rouedad Ethernet - Topologiezh alvezel
An hevelep rouedad hogen erouezet dindan e stumm mezoniel (al linenn azremm a zo ar "bus mezoniel" - Topologiezh vezoniel

Developed by StudentB